Tuesday, 2 June 2015

POUR LES BRETONS: ?

IMITASION JEZUS KRIST
LEVR KENTA
KENTEL I
Ret eo bale varlerc'h Jezus Krist hag ober fae var blijadureziou didalvez ar bed-man.

I. An hini a zeu d'am heul ne vale ket en denvalijenn (1), a lavar Hor Zalver.
(1) S. Yann VIII, 12.
Setu aze komzou Jezus-Krist: hor gervel a ra dre ar c'homzou-ze da vale var e roudou, ma fell d'eomp beza sklerijennet e gwirionez ha diwallet diouz pep dallentez a spered.
Lakomp eta hor spered, araok pep tra, da zellet ouz buhez Jezus Krist. var
Lakomp eta hor spered, araok pep tra, da zellet ouz buhez Jezuz Krist.
2. Kelennadurez Jezus Krist a zo
p. 8
dreist holl gelennadurez ar Zent, hag an hini a vije gantan spered Jezus-Krist a gavje eno ar Man, eur boued dispar, kuzet.
Met kalz tud, goude klevet alies an Aviel, a jom evelato klouar o c'halon; n'eman ket ganto spered Jezus Krist.
C'hoant ho peus da gompren ha da gaout blaz mat gant komzou Jezus-Krist? Grit gwella ma c'hellot evit beva evel Jezus Krist.
3. Petra c'hounezot o klask mont doun e mister an Dreinded, ma n'oc'h ket izel a galon ha ma tisplijit abalamour da-ze d'an Dreinded Sakr?
N'e ket renka komzou kaer eo a ra an den just ha santel; eur vuhez dinamm, avat, hor gra mignoned da Zoue.
Gwelloc'h eo ganen santout em c'halon glac'har d'am fec'hejou eget beza gouest da zisplega petra eo ar ger glac'har.
Ha goude ma ouesfec'h ar Skritur Sakr penn da benn ha kement o deus lavaret an dud desket, petra a dalvez an dra-ze d'eoc'h heb ar c'hras hag ar garantez?
Avel, moged, ha netra ken, eo an holl draou (1)
(1) Ekles. I, 2.
ma ne garer ket DOUE, ma ne zervicher ket DOUE hepken.
p. 9
Ar furnez dreist pep furnez eo pignat vardu an Nenv oc'h ober fae var ar bed.
4. Rak-se'ta, ret eo beza diskiant evit dastum madou a vezo lammet diganeomp, ha lakaat hor fizians enno.
Diskiant an hini a red varlerc'h an enoriou, a glask sevel an uhela ma c'hell.
Diskiant an hini a zent ouz e ioulou fall, an hini a glask plijadureziou a ray d'ezan beza kastizet.
Diskiant an hini a c'houlenn beva pell amzer hep lakaat tamm aked da veva mat.
Diskiant an hini a zonj er vuhezman hepken, tamm ebet er vuhez da zont.
Diskiant an hini a stag e galon ouz ar pez a dremen ker buan, e lec'h kaout mall da zigouezout en eürusted peurbadus.
5. Ra vezo alies en hor spered ar wirionez-man: « Al lagad n'en deus morse e walc'h gand ar pez a wel, nag ar skouarn gand ar pez a glev. »
Poanit da zistaga ho kalon diouz an traou a welit ha d'en em drei ouz an traou ne welit ket.
Rak an dud a ro d'o c'horf kement
p. 10
a c'hoanta a gailhar o ene hag a goll gras DOUE.

EUR ZELL VARNOMP HON-UNAN

N'hon eus var an douar nemet eun dra d'ober: savetei hon ene; ha den ebet ne c'hell beza salvet nemet dre Jezus-Krist. Kredi en e Aviel, senti ouz e c'hourc'hemennou, beva eur vuhez santel eveldan, setu petra hon eus d'ober, ha netra ken. An holl draou all n'int nemet follentez, avel, moged; pinvidigeziou, plijadureziou, enoriou, petra dalv an holl draou-ze pa vez tolet ar c'horf er bez, pa z'a an ene da veza barnet? Sonjit mat en dra-ze hirio, breman, dioc'h tu : varc'hoaz, marteze, e vezo re zivezat. Labourit epad m'eo deiz; dastumit, ha buan, eun tenzor ne c'hello'ch ket da goll; em'an an noz o tont, hag en noz ne c'heller ober netra. N'e ket gant c'hoantegeziou didalvez e vezoc'h saveteet: oberou eo a fell da ZOUE kaout. Grit'ta evel Jezuz Krist, m'ho peus c'hoant beva da viken eürus gant Jezus Krist.

No comments:

Post a Comment